First Lady of the United States

Jacqueline Kennedy Onassis
ar FLOTUS vrudetañ

First Lady of the United States (FLOTUS) pe First Lady, "Kentañ Itron", eo an titl a vez roet da wreg prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
Chom a ra an titl gant ar vaouez keit ha ma vez he gwaz e penn ar vro. Biskoazh n'eo bet embannet sklaer e oa ur roll ofisiel, ha n'eus ket eus ar statud-se e-keñver ar Gwir stadunanat. Chom a ra memestra ur roll pouezus evit politikerezh ha buhez kevredigezhel ar vro.

Ne voe ket implijet alies an titl-se gant ar gouarnamant a-raok nebeut amzer zo ; Martha Washington, gwreg George Washington, kentañ prezidant ar vro adalek 1789 betek 1797, a vez lakaet war-raok evel kentañ First Lady ar vro. E-pad he buhez en desped da vezañ gwreg ar prezidant e veze graet "Lady Washington" anezhi nemetken.

Ur skouer eo gwreg ar prezidant evit tud ar Stadoù-Unanet, sellet ha selaouet e vez.

First Ladies adal an tu kleiz : Michelle Obama, Laura Bush, Hillary Clinton, Barbara Bush ha Rosalynn Carter e 2013.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search